MARZIN - Chapitre VIII (suite)

-2-



Diouzh ar Stankenn-Hep-distro, e save ur wenodenn strizh, anvet, hag anvet mat gant tudigoù ar vro, na zistagent ket hec'h anv hep krenañ : « Gwenodenn-Ar-Soñjennoù-Foll ». Ha ret ansav ne oa ket hep abeg o doa roet dezhi un anv ken iskis : ar feunteun a weled war he ribl a dremene da vezañ strobinellet. « Feunteun Varanton » a raed anezhi. Bez ' e tlee dont da vezañ brudet-holl, hag ar vrud-se a bad atav ; rak daoust na chom mui liv ebet eus ar gwez bras, pleustret gant evned diniver, a greske gwechall tro-dro d'he bardell, n'eo ket aet da hesk he galloud. Meur a hini a zouj c'hoazh he burzhudoù.
Plijet evel ma veze gant peoc'h ha kevrin ar c'hoadoù, n'he dije ket gellet Viviana kavout, er c'hoad meur a-bezh, ul lec'h peoc'husoc'h na hoalusoc'h war un dro da zevizal gant he soñjoù. Eno e oa, eta, e teue d'en em repuiñ pep gwech n'edo ket he zad er gêr ; ar pezh a c'hoarveze ken alies ha bemdez.
Marzhin a ouie mat edo ar plac'h, d'ar c'houlz-se eus an deiz, e-kichen ar feunteun. Ha, koulskoude, ne glaskas ket distreiñ e varc'h eus an hent a zlee e zegas betek enni. Keuz en devo, a-barzh nemeur, d'ar mall e zoug bremañ en diarbenn d'e donkadur.

Pa zifoupas Marzhin a-ziouzh gwasked ar c'hoad meur, edo ar plac'h yaouank en he c'hoazez e-kichen ar feunteun, ur mell levr, digor-bras, war he daoulin. Trouz donedigezh ar marc'h hag ar marc'heger, o waskañ hag o terriñ skourroù munut ar wenodenn pe ouzh o disteurel en ur vont, n'he lakaas ket zoken, da sevel he fenn.

An neuz da lenn e rae hepken Viviana rak, e melezour sklaer ha boull ar feunteun, e spie, e-kuzh, an hini a zeue.
Minc'hoarzhin a reas hemañ rak ur gorvigell ken aes da zizoleiñ. Hogen koantoc'h ha plijusoc'h da welout e oa c'hoazh Viviana eget na grede. Ha, kentizh, ec'h ankounac'haas e ragenebiezh evit soñjal hepken e douster an herradig-amzer a veve.
« Plac'h koant, emezañ dezhi, en ur rediañ e varc'h da chom a-sav a-benn un nebeud kammedoù, piv oc'h ha petra 'rit amañ ? Ur mailh war e vicher e tlee bezañ an hini en deus desket deoc'h lenn er pikol levr-mañ ! »

Adserriñ a reas Viviana he levr hag en e lakaas etalti, war ar pondalez marmor a dalveze dezhi da gador. Ha graet d'an estrañjour un minc'hoarzh ken hoalus all, e respontas dezhañ :
« Perak va goulennata, o va mestr, c'hwi hag a oar pep tra ? Viviana eo va anv. Emañ va zad o chom nepell ac'halemañ, er maner a welit du-hont. Desket en deus din an nebeud a dra a ouzon... Ha, bremañ, e c'hortozan o kentelioù. »
Diskennet a-ziwar e varc'h, Marzhin a stagas al loen ouzh skod un avalenn ouez hag a dostaas ouzh ar plac'h evit azezañ etalti. Houmañ a bare bremañ he selloù outañ dizouj-kaer, hep paouez a vinc'hoarzhin. Luskellat a rae he divesker a-us da zour ar feunteun. En o mone-done, e spine a-wechou begoù he zreid gorre ar melezour berus, a skrije neuze gant o allazig skañv ; ken e sinklas, en diwezh, ur flistradig dour betek dremm an estrañjour azezet e-kichen ar verc'h yaouank. Hep rannañ ger, e sec'has Marzhin, gant palv e zorn, an takennoù lintrus a ziruilhe war e zivjod, evel pa vefent bet daeroù.
Daeroù !...Nag a zaeroù a skuilho a-raok pell amzer, da heul ar c'hoari bugel-se ! Nep sin kevrinus, nep arouez ne c'helle mui avat e lakaat da zistreiñ war e giz. Re bell e oa aet bremañ. Nac'het en doa klevout mouezh e askre, a guzulie dezhañ pellaat diouzh ur seurt degouezhadenn. Dall e chomfe dirak sinoù.
Ha Marzhin ha lavarout dezhi, d'e dro, a-greiz minc'hoarzhin, eñ ivez :
« Ur mestr fur hoc'h eus bet. Perak klask unan all ?
- Ne c'hell ket un tad deskiñ pep tra d'e verc'h. »
Daoust ha graet he doa ar respont amjestr-se a-zevri pe dre ziouiziegezh ? Diaes e vefe bet gouzout. Diskouez a rae bezañ ker glan, a gorf hag a galon, ha dour treuzwelus ar feunteun a adskeude, dres d'an ampoent, he stummoù mistr.
« Plac'hig koant, eme Varzhin, n'hoc'h eus ket soñjet, moarvat, er ster a c'hellfen reiñ d'ar gerioù emaoc'h o paouez distagañ ? »
Hi, avat, hep distreiñ he selloù dioutañ, a eilgerias d'an estrañjour :
« Sklaer eo o ster, evidon-me ! »
Edont bremañ kichen-ha-kichen. Marzhin en dije gellet he briata hag e stardañ ouzh e vruched, netra nemet oc'h astenn e zivrec'h. Ar wrez loskus en em sile en e wazhied a lakae e galon da dalmañ buanoc'h.

Fromet-holl gant un esmae hag un deneridigezh n'en doa merzet, betek-henn, evit plac'h all ebet, e klaske en em virout a grenañ. A-benn un herradig, e c'houlennas outi :
« Gant petore kentel e c'hellfen kregiñ d'ho kenteliañ ? »
Dremm Viviana ne ziskulie netra eus he soñjoù don. Bez ' e selle atav outañ gant kemend-all a goantiz hag a zouster hoalus :
« Dre ar gentel a blijo ar muiañ deoc'h, Aotrou ker, gant m'hon devo ket da ruziañ - na c'hwi na me - eus ar blijadur a dennimp diouti. »