MARZIN - Chapitre VIII (fin)

-3-


Minc'hoarzhin a reas adarre Marzhin dirak he soutilded.
« Hag ar gentel-se lakaet e-maez hon divizoù, petra 'rofec'h din en eskemm d'ar boan a gemerfen ?
- Va c'halon a rofen deoc'h e prof, mignon ker. Va c'halon, ha netra ouzhpenn...
- Ra vezo graet hervez ho c'hoant, mignonez ker, a eilgerias Marzhin o waskañ kement ha ma c'hellas war e gerseenn.
- Met, da gentañ-holl, petra 'ouzoc'h ober ?
- Gouzout a ran kerzhout war c'horre an dour, gourc'hemenn ouzh ar flammennoù hag ouzh ar seizh avel, lakaat da redek ur stêr e-lec'h na voe nepred gwelet unan ; ha mil ha mil c'hoari all skañvoc'h pe bounneroc'h. Me 'oar ivez reiñ d'ur stlejennad vrumenn bennak ne vern pe liv, ne vern pe stumm : stummoù ha livioù menezeier pe diez, stummoù tud pe anevaled, pe euzhviled zoken. Gouzout a ouzon c'hoazh dibradañ ur c'hastell gant ar votenn-zouar e zouge, an armead a strive d'e arsailhat hag ar soudarded e zifenne.
Ha, da brouiñ ne glaskan ket ho lorbañ gant sorc'hennoù, ez on prest da ziskouez deoc'h ur gouel aozet evidoc'h-c'hwi hepken ha na vefe nemedoc'h a gement a c'hellfe e welout, hep pellaat zoken diouzh pondalez ar feunteun-mañ. »
Ken plijet e voe Viviana gant kinnig Marzhin ma stlakas he daouarn. Ha, kerkent, ec'h adsavas hemañ, hag ez eas da gutuilh ur skourrig kraoñ-kelvez en ur vod gwezigoù a greske nepell ac'halese. Ur c'helc'h a dresas goude, en-dro d'ar feunteun, gant beg ar skourr, hag un nebeud gerioù kevrinus a hiboudas a vouezh izel. Hag echu e lid-hud, e teuas da azezañ adarre e-kichen e vuiañ-karet. A-benn un herradig amzer, e seblantas ar c'hoad meur fiñval. Ha neuze, dirak Viviana sebezet, e tifoupas a-zindan ar gwez marc'heion hag itronezed, hag en em zalc'he dorn ouzh dorn, dre goubladoù, o kanañ en un doare dispar hep paouez a gerzhout war o goar.
Goude bezañ en em renket war wrimienn ar c'helc'h a oa bet treset gant Marzhin, e krogjont holl da gorolliñ gant kemend-all a ampartiz, endra sone biniawoù ha bombardoù dihewel, da eilañ o c'hammedoù mibin.
Nepell ac'halehont, e c'helled gwelout, el lijor, stumm ur c'hastell kelc'hiet gant ul liorzh marellet a vleunioù dispar a bep seurt livioù, glas-lin, ruz-flamm, melen-aour, ha leun a wezennoù o tougen frouezh dedennus ken dispar all.
Sorbet evel m'edo gant nevezinti an arvest en em zisplege dirazi, ne grede ket mui Viviana seniñ ger.
Padout a reas ar gouel iskis-se betek mare ar gousperoù. Goude ar c'horolloù, e voe astennet liñselioù gwenn-erc'h war ar c'hlazenn ha degaset meuzioù ha diedoù e-leizh. Echu ar banvez ha lamet listri ha liñselioù, e chomas an dimezelled da varvailhat ha da fistilhañ etrezo, e-pad ur pennad mat c'hoazh, endra ziduelle an aotrounez, distroet d'o c'hoarioù kadarn ha d'ho mirc'hi, oc'h arsailhat jakoù-plouz e rabinoù al liorzh.
Pa zeuas ar goubanner-noz, e krogas ar varc'heion, ar floc'hed, an itronezed hag an dimezelled-se d'en em dennañ, goustadik hag evel gant keuz, trema ar c'hoad-meur, en ur gorolliñ adarre. O skeudennoù fuilhet a welas Viviana o teuziñ a silik, koublad war-lerc'h koublad, a-feur ma sankent e amc'houloù ar gwez bras. Dambrest goude, e teuze ivez ar c'hastell el lusenn, hag e tianade d'e dro. Hogen, war c'houlenn ar plac'h, e chomas al liorzh, a voe anvet ganti, e koun ar blijadur he doa bet el lec'h benniget-se : « Repu Pep Levenez ». Ha setu penaos e vez graet anezhi, c'hoazh hiziv zoken.
« Koantenn, ret eo din ho tilezel, a lavaras, erfin, Marzhin da Viviana.
- Ha perak kement-se a vall, keneil ker ? Daoust ha ne c'hellfec'h ket deskiñ din unan all eus ar c'hoarioù dispar a ouzoc'h ?
- Muioc'h a amzer vak eget n'am eus fenoz a zlefenn kaout. Dont a rin en-dro hepdale. Ha neuze e teskin deoc'h ar re vravañ eus ar burzhudoù a ouzon sevel, gant ma vin asur ne nac'hot mui bezañ din, da c'houde.
- Gouzout a rit kenkoulz ha me, Aotrou ker, e kollfen war un dro va brud-vat hag ho karantez, mar asantfen d'en em werzhañ deoc'h er c'hiz vezhus-se. Daoust ha n'on ket dija ho mignonez dre ar galon ? Deskit din ar pezh am eus kement a c'hoant da c'houzout, hep goulenn netra en eskemm. Hag, un deiz bennak, marteze... »
Ha Marzhin, « an den fur », div wech dallet peogwir e rakwele an amzer-da-zont ken aes ha ma lenne en amzer-vremañ, Marzhin a voe diboell hag hegredik a-walc'h evit tremen gant divizoù ar goantenn : bez ' e teskfe dezhi, neket hepken an holl ardoù-hud a ouie hag ul lod kaer eus al lezennoù kuzh a ren ar bed, met ivez ur sekred gouest da eilpenniñ e blanedenn-eñ. C'hoant en doa da vezañ gopraet en eskemm. Gopraet e vefe.
Na kriz e tlee bezañ avat e gerseenn !

Xavier de LANGLAIS