Ar Seizh Breur

Un arvez arall ag e bersonelezh a vo dizoloet ganimp bremañ. Ganet e Breizh en doa kavet e vreizhegezh hag a-hed e vuhez e voe abostol sevenadur Breizh hag ur stourmer anezhañ.

Da gentañ e voe unan eus ar Seizh Breur [seizh, niver hud, un doare « Pléiade » a Vreizh']. E gwirionez, ouzhpenn seizh e voent' Gant Jeanne MALIVEL ha René-Yves CRESTON e voe diazezet an emsav sevenadurel-mañ, e 1923. Arzourion yaouank anezhe, gred enne, e c'hoantaent nevezadur an arzegezh vreizhat, bet manet stag ouzh an togoù mod kozh, ar bragoù bras, pe ar volennad sistr, eleze ouzh ar « bretonirioù » gwallvrudet e doare Théodore Botrel.

D'o heul e teuas meur a arzour yaouank donezonet, c'hoant gante pellaat diouzh hent o diaraogerion, mennet kentoc'h da glask an traoù diles. Arz Breizh en e bezh a vennent neveziñ hag azasaat ouzh an amzerioù nevez, o virout dezhañ e spesadelezh, dre gemm an arz diloc'h en un arz war emdreiñ gant ar spered kelt. En emsav sevenadurel-mañ e oa dreistholl Jeanne MALIVEL, met ivez James BOUILLÉ, Xavier HAAS, Georges ROBIN, hag ur bern re 'rall. Xavier DE LANGLAIS (LANGLEIZ) a voe en o mesk, an hini yaouankañ ag ar bare. 18 vloaz ne oa ken pa 'z eas gante.

A-bouez e voe an emsav-mañ war lod ag e oberoù, an hini nebeutañ anavezet d'an dud, an engravañ. Mat eo lakaat meiz ez eo ungenezh oberoù hevelep arzourion vreizhat evit a sell an engravañ. Evidon-me ne gav ket din ez afed re bell o lavarout ez eus bet ur wir skol gant an arzourion-mañ, a-fet engravañ atav, e doare skol Pont-Aven a-fet al livañ' Meur a wezh e tegouezhas d'an engraverion labourat kevret, a-benn embann ur steudad sent Breizh da nebeutañ, pep hini o vout karget ag un niver engravioù. Brav eo gwelout en deus pep unan graet diouzh e stil, kenstag mand eo neoazh an hollad, diouzh skoueraat mennoz ar skol a venegan amañ.

Bezañ Seizh Breur a oa ur framm spered, un ivoul kuitaat al leur gozh, ur c'hlask d'an diles. Ne oa ket bet hevelep tuadur hep en devout krog war livouriezh LANGLEIZ. Ne venne ket ober « bretonirioù », eñ ivez. Eno, a soñj din, e ranker klask diazez hevelep nac'h, pa felle dezhañ bout feal da engouestl e yaouankiz. Ent diac'hinek e oa mennet da reiñ d'e livadennoù un arvez hollvedel ha neptu, e sigur diankañ diouzh an arzaeloù taolet war e ziaraogerion koulz ha war e gempredidi. Marteze e c'heller displegañ arwarzh al livouriezh « testoù an amzerioù tremenet », disprizet a-walc'h gant ma zad, dre emdro prim hon sevenadur : hevelep livadennoù zo deuet neuze da destoù ag un amzer a zo bet, ezvezant enne donezon ha personelezh an arzour' Dianav e ve manet moarvat arzourion niverus hanterenn gentañ an ugentvet kantved keneve d'ar reverzhi kalvezel-se.

Ne oa ket neoazh gwell Vreizhad eget ma zad. Evit an abegoù displeget a-baouez, n'en doa ket c'hoantaet ma ve merket e livadennoù dre e orin ; dibaot a wezh e veze Breizh el lodenn-mañ ag e oberoù. A-zifezh kaer en doa graet, me zo sur deoc'h, rak dre vras eo kement-se a zisklerias din un dro bennak a-zivout an argraf-se ma oan prederiet gantañ' Mennet e oa da chom en eñvor evel ul livour klasel ha neket evel test e amzer.

LANGLEIZ a oa a-genglot gant James BOUILLÉ, Labouradeg vreizhat an Arz kristen a ziazezjont, o oberenn glokañ o vout chapel Skolaj Sant-Jozeb Lannuon, m'o doa prederiet war bep munud, betek an dilhad oferenn, bet sevenet e Labouradeg liderezhel an Itron de PLANHOL, e diazalc'h Labouradeg vreizhat an Arz kristen.

Aet James BOUILLÉ da anaon goude reuz 1945, da heul e vac'hadur direizh, ne chomas ket bev Labouradeg an Arz kristen war-lerc'h e ziazezer.

Diwezhañ kadoriad ar Seizh Breur e voe LANGLEIZ war-lerc'h ar brezel. N'edod ket ganti ken hag ez eas an emsav da get e unan hep dale pell.

Gaëtan de Langlais

Troidigezh : Turiaw AR MENTEG

Ouvrages consacrés aux Seiz Breur :

Ar Men n°52 et 55 de Daniel Le Couëdic